KARTA EUROPAT EVIT AR YEZHOÙ RANNVRO PE BIHANNIVER
SAVBOENT AN NPA E BREIZH
Emañ an dilennadegoù-rannvro o tostaat, setu en deus divizet an NPA reiñ e soñj diwar-benn nac’hadenn Bro-Frañs da gaougantañ Karta europat ar yezhoù rannvro pe bihanniver.
Degasomp un nebeud fedoù da soñj deoc’h da gentañ: e 1992 eo bet gourbonnet an emglev europat anvet ETS 148; sellet a ra ra ouzh holl vroioù Europa, ha n'eo ket hepken ouzh re ar Gumuniezh Europat.
Pal an emglev-se (ar Garta) eo difenn ha kas war-raok ar yezhoù rannvro ha bihanniver, da lavaret eo ur pal sevenadurel-rik.
Sinet eo bet ar Garta gant Bro-Frañs, kaougantet avat n'eo ket bet, kement-se war ali ar C’huzul-Bonreizh hag ar C’huzul-Stad, war zigarez e vefe a-enep da vellad 2 Bonreizh 1958 hag a zifer eo "ar galleg yezh nemeti ar Republik". (Degasomp da soñj d'ar re na ouifent ket ez eo ar Vonreizh c’haolour-se disoc’h taol-stad De Gaule en hevelep bloavezh.)
E 2008 en deus Kuzul Armerzhel ha Sokial an ABU (Aozadur ar Broadoù Unanet) aliet da Vro-Frañs kaougantañ ar Garta, ha gant-se e c’heller soñjal na vefe na diskiant na direzon e ober memestra! Ar 24 stad europat o deus graet n'int ket bet diframmet evit kelo-se, dimp da c’houzout!
Nevez zo e oa bet kinniget dougen ul lezenn a-benn adlañsañ ar raktres kaougantañ. Savet e oa ar Vodadenn Vroadel a-du ganti, met kaset eo bet ar stal d'an dour gant ar sened ar sizhun dremenet.
Gouzout mat a ra ar gouarnamant gall n'en devo ket muianiver an 2/3 evit ma asantfe ar Parlamant daskemmañ ar Vonreizh. War an amboaz-se eo en devoa prientet ur mellad 53-3 nevez a-benn treiñ diwar harz ar mellad 2.
Ha kannaded an tu kleiz ha re an tu dehoù o teurel ar bec’h an eil re war ar re all abaoe, sko a-raok an dilennadegoù rannvro... hag an Emsav oc’h ober goap.
Evit keloù an NPA, ec’h anavez div yezh vihanniver e Breizh: ar brezhoneg (yezh keltiek) hag ar gallaoueg (yezh romanek).
Goulenna ra da zigentañ e vefe kaougantet diouzhtu Karta ar yezhoù rannvro ha bihanniver. Da eil e c’houlenn ur statud a genofisielded evit ar brezhoneg hag gallaoueg asambles gant ar galleg war dachenn Breizh istorel ar pemp departamant.
N'hell ket an NPA asantiñ ez afe an trec’h gant "diskennidi A. de Monzie, ministr an Deskadurezh-Stad, hag en devoa disklêriet d'an 19 a viz Gouere 1925, da-geñver digoradur Pavilhon Breizh en Diskouezadeg Hollvedel: "evit seveniñ unded yezhel Bro-Frañs e rank ar brezhoneg mont da get".
NPA BREIZH

CHARTE DES LANGUES
REGIONALES ET MINORITAIRES :
LA POSITION DU NPA EN
BRETAGNE
Le NPA a décidé dans le
cadre des élections régionale de faire connaître sa position par
rapport à la non ratification par la France de la charte des
langues régionales et minoritaires.
Pour se faire, nous
proposons de reprendre l'historique de cette question.
La convention européenne
dite ETS 148 à été promulguée en 1992, elle concerne tous les
pays européens, ce n'est donc pas un texte uniquement interne à
l'Union Européenne.
Son objet est de défendre
et de promouvoir les langues régionales et minoritaires, elle a donc
essentiellement un rôle d'ordre culturel.
La France l'a
signé....mais ne l'a pas ratifié.
La France argumentant à
travers les avis du Conseil Constitutionnel ou du Conseil d'Etat de
l'impossibilité de la ratifier, car l'article 2 de la constitution
de 1958 l'interdit, le français est la langue unique de la
République.....
Rappelons pour ceux qui
l'ignorent que cette constitution gaulliste est le résultat du coup
d'état de De Gaulle en cette même année......
Le conseil économique et
social de l'ONU à « suggérer» en 2008 à la France de
ratifier la charte.
Il est donc raisonnable
de penser qu'une telle position n'est pas maximaliste et que les 24
pays européens qui l'ont signé n'ont pas été démembrés par le
seul fait de cette reconnaissance.
Un récent projet de loi
à relancé le projet de ratification. L'assemblée nationale s'est
prononcé pour, mais la semaine passée le sénat a enterré cet
espoir.
Le gouvernement sait
qu'il n'aura pas la majorité des 2/3 pour faire passer devant les
parlementaires réunis en Congrès une révision de la constitution.
Il avait concocté à cet
effet un nouvel article 53-3 pour contourner l'obstacle de l'article
2.
Depuis en Bretagne ,
parlementaires de droit et de « gauche » se renvoient la
patate chaude à quelques semaines des élections régionale, sous
les sarcasmes de « l'Emsav »(1).
Le NPA pour sa part,
reconnaît l'existence de deux langues minoritaires en Bretagne, le
gallo, langue romane, le breton , langue celtique.
Nous revendiquons dans
un premier temps, et immédiatement la ratification de la charte
européenne des langues régionales et minoritaires. Dans un second
temps, nous posons la revendication d'un statut de co officialité du
gallo et de breton, avec le français sur le périmètre de la
Bretagne historique.
Le
NPA ne se résout pas à voir les descendants du ministre de
l'Instruction Publique, A.De Monzie triompher.
A
l'inauguration du Pavillon de la Bretagne à l'Exposition Universelle
le 19 juillet 1925 le dit ministre soutenait que: " pour
l'unité linguistique de la France, il faut que la langue bretonne
disparaisse".
- Emsav: désigne le mouvement politique breton dans son ensemble.
NPA BRETAGNE